EMBANNADURIOù

An teskadoù troioù-lavar poblek

Komz se le dise ! ” & “De loen en large ! ”

Komz se le dise !

“Komz se le dise !”. Ur sterlikennad lârennoù ha gerioù brezhonek liammet doc’h ar gomz.

Mouzhiñ, komz ur bochad, lâret gerioù gros, trompiñ an dud get komzoù re vrav… kavet e vo er levr-mañ penaos lâret an traoù-se e meur a feson.

Hag un troc’h troiennoù arall c’hoazh ouzhpenn, lâret en ur brezhoneg dastumet e-mesk ar bobl, ha displeget get fent.

Labour dastum ha skriv get Padrig Drean, tresadennoù get Nono.

  • Padrig Drean (dastum ha kinnig) ha Nono (tresadennoù livet)
  • «Komz se le dise !» : 59 pajenn ; 18 tresadenn livet
  • Kenembann : Kerlenn Sten Kidna & Ti Douar Alre
  • Priz : 10 € + mizoù kas (gwerzhet e vez e ti Kerlenn Sten Kidna)
  • Kavet e vez e :
    • Kerlenn Sten Kidna (6, ru Joseph Rollo 56400 An Alre)
    • Ti Douar Alre (11, ru an Tanin, 56330 Pleuigner)
    • Stalioù levrioù ispisializet

De loen en large !

Pa chom Mab-den da glask e skeud e miloer… ar loened ! Un droiad pajenn goude pajenn, dre minotennoù kammdroiek an antropomorfism e spered ar vrezhonegerion.

Ur sell àr buhez – druik a-wezhoù – brezhoneg ar pemdez ha faltazi an dud. Un oberenn bet dastumet he danvez hag he mel a veg ar bobl ; un dudi hag un dedenn evit ar braz ag an dud.

Kinniget ha moullet kaer, get tresadennoù livet é tiskouez hag é vagiñ spered ar propoz.

Savet a-ratozh evit ar vrezhonegerion koulz hag evit an nannvrezhonegerion abalamour d’ar propozioù bout dalc’hmat spisaet ha lec’hiet a-fet ster.

  • Padrig Drean (dastum ha kinnig) hag Olivier Berson (tresadennoù, livioù ha pajennaoziñ)
  • 64 pajenn ; 17 tresadenn livet
  • Kenembann : Kerlenn Sten Kidna & Ti Douar Alre
  • Priz : 8€ + mizoù kas (gwerzhet e vez e ti Kerlenn Sten Kidna)
  • Kavet e vez e :
    • Kerlenn Sten Kidna (6, ru Joseph Rollo 56400 An Alre)
    • Ti Douar Alre (11, ru an Tanin, 56330 Pleuigner)
    • Stalioù levrioù ispisializet