Kerlenn Sten Kidna (KSK)
Kerlenn Sten Kidna zo ur gevredigezh a zo he fal saveteiñ ha gouarn bev sevenadur Breizh e bro an Alre, hag ar yezh dreist pep tra. Kinnig a ra neuze ar gevredigezh un toullad traoù, kentelioù (evit an dud daet, pep live), stajoù, abadennoù, ha danvez (da lenn, da selaou, da welet), evit ma chomo bev ar brezhoneg hag aes da zeskiñ ha da gavout e bro an Alre.
Kentelioù Brezhoneg
C’hoant ho peus da zeskiñ komz brezhoneg ? Kinnig a raomp deoc’h kentelioù dre strolladoù bihan, a c’hell kouchiñ d’an holl dud.
Ne ouiit tamm brezhoneg ebet pe dost ? Kerzhit en ur gentel A1 evit deskiñ diazezoù ar yezh ha kompren un nebeut troiennoù simpl a a vo implijet geneoc’h e-dan berr. Gellet a reoc’h derc’hel da vont pelloc’h er liveoù uheloc’h.
Nag a-ziabell ? Ne c’hellit ket en em ziblas pe ne vezoc’h ket dijabl da noz : kentelioù en linenn àr-dro kreisteiz zo evidoc’h !


Abadennoù
A-hed ar blez e vo kavet abadennoù evit an holl dud hervez ar pezh a blij dezhe, hag o live :
- devezhioù-staj dre soubidigezh,
- lârerezh-kaer a-ziàr ho lennadennoù,
- abadennoù c’hoarioù,
- arvestoù dirak an dud,
- pennadoù-kaoz dirak un tasad kafe, bara hag amanenn
Hag ur souezhadenn bennak c’hoazh …
Pourvezioù
Faotiñ a ra deoc’h dizoloiñ, deskiñ, klask pelloc’h drezoc’h ho-kunan ? Dielloù a bep sort a vez kinniget deoc’h get ar gevredigezh.
- dastumadoù lârennoù, Komz se le dise !, De loen en large !,
- kelaouenn divyezhek bro an Alre, An Dasson,
- ur levrig tañva d’ar yezh, Chom bev e Brezhoneg,
- un DVD àr ar c’hompren dre glevet, Daet eo genin !,
- ur chadenn Youtube ur bern filmoù àrni,
- enrolladennoù kozh da selaou,
- pennadoù da lenn ha da selaou …



