
Komz se le dise !
“Komz se le dise !”. Ur sterlikennad lârennoù ha gerioù brezhonek liammet doc’h ar gomz.
Mouzhiñ, komz ur bochad, lâret gerioù gros, trompiñ an dud get komzoù re vrav… kavet e vo er levr-mañ penaos lâret an traoù-se e meur a feson.
Hag un troc’h troiennoù arall c’hoazh ouzhpenn, lâret en ur brezhoneg dastumet e-mesk ar bobl, ha displeget get fent.
Labour dastum ha skriv get Padrig Drean, tresadennoù get Nono.
- Padrig Drean (dastum ha kinnig) ha Nono (tresadennoù livet)
- «Komz se le dise !» : 59 pajenn ; 18 tresadenn livet
- Kenembann : Kerlenn Sten Kidna & Ti Douar Alre
- Priz : 10 € + mizoù kas (gwerzhet e vez e ti Kerlenn Sten Kidna)
- Kavet e vez e :
- Kerlenn Sten Kidna (6, ru Joseph Rollo 56400 An Alre)
- Ti Douar Alre (11, ru an Tanin, 56330 Pleuigner)
- Stalioù levrioù ispisializet
De loen en large !
Pa chom Mab-den da glask e skeud e miloer… ar loened ! Un droiad pajenn goude pajenn, dre minotennoù kammdroiek an antropomorfism e spered ar vrezhonegerion.
Ur sell àr buhez – druik a-wezhoù – brezhoneg ar pemdez ha faltazi an dud. Un oberenn bet dastumet he danvez hag he mel a veg ar bobl ; un dudi hag un dedenn evit ar braz ag an dud.
Kinniget ha moullet kaer, get tresadennoù livet é tiskouez hag é vagiñ spered ar propoz.
Savet a-ratozh evit ar vrezhonegerion koulz hag evit an nannvrezhonegerion abalamour d’ar propozioù bout dalc’hmat spisaet ha lec’hiet a-fet ster.
- Padrig Drean (dastum ha kinnig) hag Olivier Berson (tresadennoù, livioù ha pajennaoziñ)
- 64 pajenn ; 17 tresadenn livet
- Kenembann : Kerlenn Sten Kidna & Ti Douar Alre
- Priz : 8€ + mizoù kas (gwerzhet e vez e ti Kerlenn Sten Kidna)
- Kavet e vez e :
- Kerlenn Sten Kidna (6, ru Joseph Rollo 56400 An Alre)
- Ti Douar Alre (11, ru an Tanin, 56330 Pleuigner)
- Stalioù levrioù ispisializet

